Golo miz Meurzh 1920 |
National Geographic, anv ofisiel National Geographic Magazine, zo kelaouenn ofisiel an National Geographic Society. Embannet e vez ingal abaoe an 22 a viz Gwengolo 1888, nav miz goude krouidigezh an aozadur nemetken. Sujedoù diazez ar gelaouenn a zo reoù skiantel, douaroniezh, istorel hag a ro tro da gompren gwelloc'h Mab-Den. Ar gelaouenn a zo brudet dre he stumm, un hirgarrezenn velen, ha dre ma implij poltriji estonus evit ar golo. Abaoe ar bloavezh 2015 ar gelaouenn National Geographic zo perc'hennet dre lodennoù an ti-eskemm gant an embregerezh 21st Century Fox.